paper

Ur pennad eus ar Wikeriadur, ar geriadur liesyezhek frank a wirioù.

Brezhoneg

Ur follenn baper. (1)

Etimologiezh

(1499) Paper er C'hatolikon[1]. Eus ar ger latin papyrus, deuet eus ar ger henc'hresianek πάπυρος.

Anv-kadarn

paper /ˈpapːɛr/ hollek gourel (liester paperoù, paperioù)

  1. Danvez graet diwar toaz pilhoù pe gwienn blant ledet e gwiskadoù tanav a lakaer da sec'hañ hag a droc'her e follennoù evit skrivañ, moullañ, pakañ, hag all.
    • Mar am bije liv ha paper,
      Am bije skrivet ul lizher.
      — (Fañch an Uhel, Gwerziou Breiz-Izel 2, An Oriant, 1874, p. 484.)
    • Kaer en doa treiñ, dre ma troe ne wele nemet paper bet gwenn, amzer a oa, ha bremañ melenet ha hanter-zebret gant ar preñved. — (G. MILIN, Gwechall-goz e oa..., Kemper, 1924, p. 61.)
    • O welet an dro a gemere an traoù, an hini a yoa e penn an holl soudarded, ar c’horonal, pe n’oun ket petra oa, a skrivas, war un tamm paper hag her stagas ouzh moger ti-kêr ha war dor an iliz, ar c’homzoù-mañ en doa lakaet da daboulinat a-raok dre gement kogn a yoa er bourk [...]. — (Lan Inizan, Emgann Kergidu 1, Brest, 1877, eil emb. Al Liamm 1977, p. 124-125, 172.)
  2. Teul a bouez dezhañ un dalvoudegezh gwirel, ofisiel, kontouriezh, hag all.
  3. Kazetenn.

Deveradoù

Troidigezhioù

Daveoù

Roll an daveoù :